War An Toennoù
Bec'h zo e parrez Rostrenenn avat ! D'ar Sadorn 11 a viz-Ebrel e oa bet un tregont den bennak o vanifestiñ e Megoed, war hent Ploure, evit enebiñ ouzh ur raktres sevel pannelloù-fotovoltaek war-c'horre tregont hektar a dachennoù labour-douar. An embregerezh Verso Energy an hini eo 'neus kinniget d'ul labourer-douar eus ar gumun da staliañ pannelloù-heol e-barzh e barkeier, lec'h ma vez lakaet saout da beuriñ sañsemant. Evit ar mare n'eo ket komañset c'hoazh al labourioù e Megoed ha Verso Energy 'neus prometet da leskel 25 metr etre ar pannelloù hag ar c'hoadeier e-kichenn, kuit d'ober drouk d'al loened. Un enklask publik zo sañset da vezañ kaset da benn gant ar prefed ivez. Maer Rostrenenn, Guillaume Robic, 'neus lâret n'emañ ket a-du gant ar raktres-mañ ha evitañ ivez eo dav dalc'hen an tachennoù-se evit al labour-douar. Ur c'holektif zo bet krouet da stourm ouzh ar projedoù e-giz-se ivez, War An Toennoù (WAT) e anv. Selaouomp daou zen hag a zo ennañ : Etienne Cabaret ha Simon Cornet.